Dictionnaire de la cuisine
œuf frit ◊ vi fritet
Vi diskennet en ur gibad fritañ pe en ur baelon enni un druzenn domm berv, eoul, amanenn, druz gwazi pe vloneg. Terriñ ar vioù e pep a skudell, lakaat an eoul da dommañ en ur baelon vihan ha lakaat pep vi da riklañ e-barzh. Lezel da fritañ e-doug un nebeut eilennoù ha, war-bouez ur spanell, gwiskañ ar melen gant ar gwenn. War-lerc'h 1 min o poazhañ, tennañ ar vi hag e darnañ war ul lienenn pe un tamm paper spluius. Temzañ gant holen fin.