Dictionnaire de la cuisine
arroser ◊ arzosa
Glebiañ, diwar-bouez ur gloge vihan pe ul loa, gorre ur meuz o poazhañ er forn pe ouzh ar ber, gant an druzoni deuz pe ar sun o tiverañ dioutañ, pe gant ul liñvenn all zoken (berv, da skouer). Bennozh d'ar wezhiadenn-se, graet meur a wech e-ser ar poazhadur, ne zisec'h ket ar meuz war ar gorre ha boukoc'h a se ne vo ken. Arzosa a reer ivez ur c'hreien gant amanenn teuz evit reiñ dezhañ eliegezh ha liv kaer.