Dictionnaire de la cuisine
fricassée ◊ frigasenn b. -où
Darevad a-wenn evn porzh pe leue (a-wechoù dañvad). Ar c'hig, troc'het a dammoù, a vez reudet war dan gorrek, hep e rouzañ, gant ur gwarnisadur frondus ; war-lerc'h en en bleuder, en en glebier en ur sol gwenn hag en en poazher en ul liñvenn fetiset. Gwechall e oa ar frigasenn ur gefalenn evned porzh, kig, pesked pe legumaj, a-wenn pe a-rous.