Preder

Geriadur ar stlenneg

fibre optiqueoptic fiberluc'hedañv g. ―où

Neudenn liesparzh, ouzh he ober un derc'h gwer pe vezell boull dezhañ ur feuriader gouskogañ uhel ma trehent ar skinoù luc'h, hag ur wignenn a un danvez met gant ur feuriader izeloc'h o herzel ouzh tec'h al luc'h, E-se o tiogeliñ an treled anezhañ.

Ne vez ket treuzkaset al luc'h hep koll gremm : disvannañ ouzh an talioù entreu hag eztreu, lugañ e-barzh ar gwer ; derc'hek eo an disvannañ klok.

An treuzkas a c'hoarvez hervez tri mod a-zalc'h ouzh ar rizhoù luc'hedañv :

~ luc'hedañvoù liesmod lamm feuriader : arstalek eo ar feuriader, ha treled al luc'harhent entreuat a zisoc'h gant kement a arhentoù eztreuat ha ma vez a dreuioù diforc'h ;

~ luc'hedañvoù unvod lamm feuriader : ezvevennet e vez an treuioù kammregennek ha dalc'het ar skin ahelat hepken ;

~ luc'hedañvoù diri feuriader : war vuiaat ez a ar feuriader eus gorre da greiz an edañv, o tiogeliñ un treuzkas unvanoc'h ; o vezañ ma treled al luc'h seul vuanoc'h ma vez izeloc'h ar feuriader gouskogañ, e vez brasoc'h e dizh en treuioù kamm hag e tegouezh an holl skogoù a un pred en eztreu.