Preder

Geriadur ar stlenneg

intelligence artificielleartificial intelligencenaouegezh alvezel

Perzh gant un emgefread en araez, diwar ur gudenn roet dezhañ da ziskoulmañ, da ziuz ar roadennoù rekis, da savelañ ar belladur gwellañ, da adframmañ e rouedadoù war-benn emazasaat diouzh rizh ar gudenn. Un arvez eus an naouegezh alvezel eo ar gounit deskoni , an deskoniañ ; eleze, diwar geweriañ ar c'hudennoù fiziet ennañ da ziskoulmañ, ez eo barrek an emgefread da zanzen treolioù nevez o tont da glokaat ar re bet trevnet ennañ gant e oberier.

E-touez ar c'hudennoù fiziet en ijinennoù naouek emañ :

- al labourioù yezhel, studi ar gramadegoù furmel, an teulierezh emgefreek, an troerezh emgefreek (oc'h amplegañ dezrann geriadurel, kevreadurel ha steradurel) ;

- naouaerezh al luniadoù ;

- ergerzh maezienn ar bezusterioù : diorbliñ ar gwezennoù diouzh ar skourroù na gasont da zisoc'h ebet ;

- dazvererezh ar riñvennoù aljebr hag an arouezioù, dienaerezh emgefreek an delakadennoù.

Dav ouzhpennañ an dedalvezadurioù : ar roboteg naouek, studi al lavar, ar gouleviñ emgefreek, darvanañ realezh an den, derc'hennañ ar gouiziadur. Blosk ar c'hevarouezerioù en deus roet lañs d'an naouegezh alvezel. E beg an araokaat emañ an ijinennoù neuronel pe a-stur a-vras hag ar c'hendarvanerioù nervgeveler.