Preder

Geriadur ar stlenneg

1.logique, logique formellelogic, formal logicpoelloniezh b. ―où

Diskiblezh o studiañ ar poell er prezeg. En he furm glasel e ra gant erganadoù ha plediñ gant o c'hevanlen furmel (ar c'hempoell etrezo), hep ober stad eus argerzhioù bred un dezreveller nag eus ur bed en o ergeñver. Evitañ da arverañ termenoù ar prezeg boutin, en deus lavar ar boelloniezh ur steradur hag ur c'hevreadur sonnet, pep termen o vezañ peurzespizet ha digemm ken e ster, ken e geñverioù gramadegel gant ar re all : ul lavar aregel eo.