An dedalvezadur eus aljebr Boole da arc'hwelerezh an ijinennoù elektronek a roas tro da rikladurioù ster.
1. Graet e vez gant ar pennanv Gl. logique (ha Sz. logic ) da envel ar rizh-mañ-rizh a gevreizhennoù mezoniel e kement ma vezont gwerc'hennet gant an trevnadur-mañ-trevnadur amredoù ha parzhioù elektronek (sk. : Gl. logique combinatoire , Br. mezoni gevosodat ).
2. Deuet eo ar pennanv da envel n'oe ket mui aoz arc'hwelel un trevnadur hollek, met hini un trevnad alvezel dibarek (sk. : Gl. la logique d'un ordinateur , Br. mezoni un urzhiataer ).
3. Dre ur rikladur all, e teuas logique da aroueziñ an trevnad elektronek e-unan (sk. : Gl. logique câblée , Br. mezoni funiek ).
4. Aet eo ar Sz. betek lakaat an anvad logics war ar parzhioù end-eeun eus an trevnad (Gl. composants logiques , Br. mezonioù, mezaozennoù ).
Sl. [circuit intégré]