Preder

Geriadur ar stlenneg

architecture de machinecomputer architectureadeiladezh ijinenn

Trevnadur hollek un urzhiataer. Gant kemplezhded bras ouzh bras an urzhiataerioù e voe dilezet an termen luniadezh (Gl.Sz. structure) evit an hini adeiladezh, keverdal war un dro da frammadur ar periantoù hag ar meziantoù diazez. Evit an unvez kreiz, e tiforc'her keal an adeiladezh diavaez (spletad ditouroù ha roadennoù) o tidermenañ an ijinenn diouzh sell an arveriad, hag an adeiladezh diabarzh, o tidermenañ an istrevnadoù : busoù, memorioù, unvezioù arc'hwelel.