Preder

Geriadur ar stlenneg

2.messagemessagekemennad

Araezad arveret ken da eskemmañ stlenn etre argerzhioù, ken da c'houbredañ ar re-mañ. An daouad kaser-paker (dehaezer-dehaezadour) a ampar ur sanell gehentiñ. E goulunioù 'zo a eskemm kemennadoù, e vez ar re-mañ boniet e-barzh ur skurzer etre kaserezh ha pakerezh. Teir furm dreuzkas a zeskriver :

~ an eskemm ec'houbred , oc'h amplegañ ar vezañs er reizhiad a skurzerioù diharzvent : ar c'haser ne zalc'h ket kont eus ar paker ;

~ an eskemm goubred ma ne vez skurzer ebet etre kaser ha paker ;

~ an eskemm skurzeriet , ma c'hell ar c'haser kaout lañs war ar paker, al lañs-se neoazh o vezañ nasket gant ment ar skurzer.