Mod arc'hwelerezh ur reizhiad pe ur parzh reizhiad o labourat a-zizalc'h diouzh ur riñverez. Da skouer, an tresañ kevregoù diwar-bouez un dresell a vez graet hogos bepred er mod goubarzh evit mirout a liveriñ ar riñverez gant un drobarzhell c'horrek.