Preder

Geriadur ar stlenneg

monnaie électroniqueelectronic money, plastic moneymoneiz g. ―où elektronek

Anvad all evit ar c'hartennoù kred a zo outo ur vemor warellel.

Amred ar grug zo ouzh e ober :

~ ur vemor vezoniel 4 Kbit endalc'h, enni maezioù dreist haeziñ ha maezioù gwarezet, haezadus diwar-bouez ur rineg ;

~ ur c'horrgewerier, oc'h ardeiñ arver ar gartenn hag oc'h erounit goulevioù anforzhadus ;

~ ur c'hetal reizhiad, o c'hoarvezout eus un amred elektronek daouank, amredoù hag enstokoù tredan araezus d'un eskemm stlenn gant ardivinkoù eus ar reizhiad CP 8.

Pep treuzgread, da vezañ erounezet, a ampleg :

~ naouaat an dalc'her, hennadiñ ha dilesa, aotren an treuzgread ;

~ ebarzhiñ arventennoù an treuzgread gant an oberataer hag an dalc'her ;

~ talvoudañ an treuzgread ;

~ kadaviñ ar roadennoù ganet gant an treuzgread er skor hiniennel hag en ur vemor dizalc'h.