Preder

Geriadur ar stlenneg

parallélismeparallelismasturiegezh b.

Kalvezder pleustret da greskiñ digonadur ur reizhiad stlennegel dre ober gant ur vostad kewerieroù pe niñvaderioù arveret diaser.

Pa vez un pe lies argerzh (pe c'houlev) o rannañ un pe lies kewerier, e reer anv a liesgouleviñ .

P'o devez an argerzhioù pep a gewerier e reer anv a lieskeweriañ mar rannont ur vemor voutin kenetrezo, a zasparzhañ mar bezont kennasket diwar-bouez ur rouedad.

Teir c'hudenn e vez da ziskoulmañ pa reer gant an argerzhioù a-stur : dispakañ erounezadurioù a-stur (a sevener dre ziorren kentegennoù pe aregoù gouleviñ arbennik), goubredañ an dibun eus kemalennoù 'zo, diogeliñ ar c'hehentiñ etre argerzhioù.