Preder

Geriadur ar stlenneg

périphériqueperipheral equipmentaveadur g. ―ioù trobarzh, trobarzhell b. ―où

Trevnadur diavaez ret da enluskañ un unvez keweriañ.

An organoù trobarzh, pe unvezioù trobarzh, zo anezho an trevnadoù enankañ/ec'hankañ (moulerez, skriverez, lenner kartennoù, termenelloù), ar memorioù diavaez (kantenn ha kelorn gwarellek, lurell warellek). Bodet e vez arc'hwelioù gwiriañ hag evezhiañ organoù 'zo en unvezioù reoliñ trobarzhelloù, anvet ivez reolerioù ; o roll eo disammañ an organ kreiz eus poelladoù 'zo.

Hollad an trevnadoù-se a ra trobarzh an urzhiataer. Pa vez loet en arbell diouzh an urzhiataer hag ereet outañ dre ul linenn dreuzkas, e teu an drobarzhell da vezañ un dermenell.