Preder

Geriadur ar stlenneg

picopicopiko

Rakger arveret da sevel unanennoù muzuliañ, o talvout 10⁻¹² (arouez p) ; ur bikoeilenn (ps) zo kement hag un daoulionvedenn eilenn.

Anvioù mac'hadoù 10 en tu all d'ar milion (10⁶) : ar milmilion (10⁹), an daoulion (10¹²), an trilion (10¹⁸), ar perlion (10²⁴). Ne oad ket evit degemer ur Br.*bilion , dezneuziet diwar Et. billion (10¹²), en askont eus ar mesk gant milion (10⁶) a vije savet dre berzh ar c'hemmadur.

A-du-rall ez aliomp da astenn arver furm an unander goude an holl niveroù : 10⁶ bit pe ur milion bit , 10¹² bit pe un daoulion bit .

Sl. [nano]