Preder

Geriadur ar stlenneg

processusprocessargerzh g. ―ioù

Heuliad gwezhioù elfennel a zo e zisoc'h kevatal da zisoc'h ar pennwezh ez int ar parzhioù anezhañ. Keal an argerzh a dalvez da zeskrivañ monedigezh ur reizhiad korvoiñ. Kement eo an argerzh hag erounezadur ur goulev e-doug un amzer vevennek.

Anv a vez a sevel un argerzh, a zispenn un argerzh (a zo ar freuzañ anezhañ pa'z eo aet ezwaz). Bez' e c'hell un argerzh bezañ kousket, eleze angwered (war c'hed ma ve bastet d'ur goulenn, pe ec'harver evit ur mare), pe dihun (pa vez galvet un argerzh kousket).