Preder

Geriadur ar stlenneg

programmation par objetsobjects programminggouleviñ dre ergorennoù

Hentennouriezh c'houleviñ bleniet gant ar roadennoù ma c'hoarvez an unvezioù goulev a vodadoù kemennadoù amkanet da zec'halv hentennoù kevredet ouzh ar roadennoù. A-gevenep emañ d'ar gouleviñ arc'hwelel ma c'hoarvez an unvezioù goulev a vodadoù galvoù da dreugennadoù oberiat o wezhiañ war roadennoù gouzañvat aet da arventennoù.

Ar gouleviñ dre ergorennoù a ro an dro da zegouezhout gant ur bolc'hennañ roadennoù-treugennadoù diogel, ha talvout a ra da sevel goulevioù molladel.

Arveret e vez ar gouleviñ dre ergorennoù e meur a zomani stlennegel evel an ijin meziantel, an naouegezh alvezel pe ar sevel ketalioù kevregañ prenester-arlunioù-lañserioù.