Preder

Geriadur ar stlenneg

robotrobotrobot g. ―où
  1. Ardivink o kemer lec'h an den da seveniñ labourioù.

    Perzhioù ar robotoù zo : an emgefreegezh (gouest int da ren fiñvoù hep emell mab den) ; an hedroüsted (gouest int da seveniñ labourioù liesseurt) ; an unanazasausted (gouest int da zerc'hel stad eus ar metoù), hep kontañ ez int nerzhek, gwevn, tuek.

    Tri remzi zo bet d'ar robotoù :

    1. Ar robotoù deskoniat, o kadaviñ ar fiñvoù bet goulanket outo, hag ouzh o dianeilañ dik.

  2. Ar robotoù goulevet, oc'h erounit ar fiñvoù lanket gant o urzhiataer reoliñ.

    3. Ar robotoù unanazasaus, oc'h engwerc'hañ argemmadoù ar metou diwar-bouez enankerioù nesva, fraouvaoù striv, kameraoù pellwel.

    E teir zachenn e vez arveret ar robotoù :

    ~ ar meteier galen (derc'hanel, an ec'hegor, an danvor) ;

    ~ ar vezekniezh, da skoazellañ an nammidi ;

    ~ ar greanterezh, gant ar robotoù greantel.