Preder

Geriadur ar stlenneg

base de donnéesdata basebon g. ―ioù roadennoù, bon stlennadoù, stlennvon

Trevnad roadennoù kevanek, lerc'hwezet e-barzh advemorioù, savelet ha kevraokaet en erdu ur bodad arveriaded (koskor un embregerezh, h.a.). Endalc'had ar bon zo peurliesañ ar stlennadoù ret da arc'hweladur an embregerezh. Ardoet e vez ar stlennvonioù gant meziantoù spesadel, a reer anezho reizhiadoù ardeiñ stlennvon. Ar re-mañ a vez lavaret daveaduriek, urzhazek pe rouedadek hervez an delvan roadennoù o deus da ardeiñ.

Sl. [modèle de données] [système de gestion de base de données]