Preder

Geriadur ar stlenneg

2.sélectionselective callingdiuz, diuzc'halv g.-où, goudroad g. -où da bakañ (Pell.)

Araezad arveret gant an aveadur ardeiñ ul linenn liespoent pa venn kas ur c'hemennad da unan eus e dermenelloù. An ardoer a ec'hod da gentañ penn war al linenn ur goudroad da bakañ warnañ enneg an dermenell diuzet, da wered dezhañ heudañ an holl dermenelloù all ha rediañ an dermenell galvet da respont "andarev da bakañ" pe "darev da bakañ". En dro-mañ diwezhañ, ez ec'hod an ardoer e gemennad na vo nemet an dermenell diuzet ouzh e bakañ. E treugennadoù 'zo e vez ec'hodet an diuzc'halv war un dro gant ar c'hemennad (diuzc'halv herrek).

Sl. .