Studi an arganteulioù.
El lavar, e tigemmer daou bar d'ar steradurezh :
~ ur par treadegel, hini dedro an arganteulioù (da skouer, dedro ster an termen KARR abaoe an 19t kantved) ;
~ ur par kevadegel, hini ar c'heñverioù arganteulel diabarzh ha diavaez (da skouer, keñverioù diabarzh etre kemeradurioù disheñvel ar ger KARR ; keñverioù diavaez etre sterioù an termenoù KARR, KARBED, NIJEREZ, h.a.). El lavar, e vez an ergeñveriñ lec'h andoniañ an arganteulioù ha stern daveiñ kevazasted ar c'hanteulioù.
En areg, e troc'her kuit an ergeñveriñ, e lezer e-maez kont dedro an arganteulioù ha lieskemeradezh ar c'hanteulioù - pa'z eo sonnet, arstalek dre reolenn, ar c'heñver etre kanteul hag arganteul, direet dialusk an arganteulioù da zialusk ar c'hanteulioù.
E-se, emañ kantet steradurezh an areg e studi kevandalc'h an tenor ha kevanlen an erganadoù.
Er stlenneg e termener ar steradurezh evel studi ar gweredoù diwar erounezadur an ditouroù.