Preder

Geriadur ar stlenneg

société de services et d'ingénierie informatiqueservices and software organization, Software Housekevredad g. ―où dafariñ hag ameilañ stlennegel, mezianti g. ―où

Kevredad gougoriñ gwazadoù stlennegel. Kemm a lakaer etre :

~ ar gougorioù dafariñ (oberiañsiñ, pourchas gremm stlennegel, gwazadoù pellgehentiñ gwerzh ouzhpennet, pourchas roadennoù, dafariñ hollforan war vinitel, merañ kreizennoù stlennegel, keveldreizhañ kreizennoù keweriañ) ;

~ ar gougorioù ameilañ (kuzuliañ, ameilañ kalvezel, sevel meziantoù, sevel reizhiadoù razhaveet pe reizhiadouriezh, prestiantouriezh).

Arbenniket eo kevredadoù 'zo war voulc'hoù dibarek : meziantouriezh, arver ar c'horrgewerieroù, bureveg, kenderc'heg, stlenngevregañ hag ergrafañ ameilet dre urzhiataer, moneizeg, naouegezh alvezel, dafariaded war vinitel, h.a.