Heuliad ditouroù erounezadus adal forzh pe boent eus ur goulev.
Naouiñ a ra un isroudennad dre e zerou (kemalenn amkanet da warediñ stlennadoù 'zo), e gorf (bodad ditouroù oc'h ober an isroudennad e-unan) hag e ziwezh (kemalenn araezus da assav an ijinenn er stad kent ar galv). Skrivet en ur skouerenn hepken, e c'hell an isroudennad bezañ galvet e lies poent eus ur goulev.
Er gouleviñ molladel, e c'hell korf ar goulev bezañ ur wezenn c'halv hep mui, an holl geweriadoù o vezañ isroudennadoù pe volladoù.