Gwikefre o talvout da zegas ampelloù en erounezadur ur goulev a-stur, war-benn plegañ da zestrizhoù 'zo war an arc'had erounit. Ar c'heal diazez eo hini ar gwezhiadur unstirat : span ebet ne c'hell arsaviñ ar gwezhiadur a-raok ma ve peurechu. Miret e vez a genweañ an erounezadurioù pa vez ret. Daou galvezder zo d'ar goubredañ : unstirataat ur bodad gwezhiadurioù (komz a reer a gevezkaelañ), ampellañ an erounezadur betek ma revezfe un amplegad.
Gwezhiadur o c'hoarvezout, er reizhiadoù korvoiñ, a zasparzhañ en amzer an haezadoù d'ul loaz rannadus etre lies argerzh.