Preder

Geriadur ar stlenneg

tablette graphiquegraphic tablettabler g. ―ioù kevregañ

Ostilh enankañ kevregat, o talvout da ergrafañ ha da zanzen diervadoù diseurt (adeiladouriezh, ijin tredanel) oc'h amplegañ un dastum daveennoù.

An tabler kevregañ a c'hoarvez eus ur planken tresañ bihan stalet a-zremm dirak ur skramm hag ur fonn arbennik stok he beg ouzh gorre ar planken. Treuzkaset e vez daveennoù x ha y ar poent stok d'ar riñverez kevredet ha, diouzh an dro, d'ar c'hewerier kevregañ ha hewelaet e vez war ar skramm dilec'hiadoù ar fonn war an tabler.