Preder

Geriadur ar stlenneg

traduction automatiquemachine translationtroerezh g. ―ioù emgefreek, troerezh ijinenn

Gwezhiañ alvezel o c'hoarvezout a dreuzyezhañ un destenn.

Pa na vez ket emgefreek penn da benn an troerezh e komzer kentoc'h eus treiñ ameilet dre urzhiataer.

Dre veur a lankad ez a an troerezh emgefreek : digej kevreadur ar frazennoù, o luniad neuziadurel ha neuze steradurel, ha diraez dre se o luniad don er yezh orin ; da heul, riñvañ al luniad kevatal er yezh amkan ha diwarnañ sevel ar frazenn troet.