Kalvezder rummañ ma vez eilskrivet pep elfenn eus ar rezi kentañ en un eil rezi. Urzhiet emañ hemañ ha bewech ma tenner un elfenn eus ar rezi kentañ e klasker he lec'h en eil. Pa vez kavet, ez ensoc'her an elfenn ennañ en un ober d'an elfennoù en eil rezi linkañ evit reiñ esaou.