Gwikefre en araez da gevenkaelañ ha da gevezkaelañ an argerzhioù. Ar prennerioù zo argemmennoù rannet etre an argerzhioù a-gevez, a c'haller drezo gouzout e pep ampoent pe argerzh zo bet aotreet da labourat hag e pe stad emañ ar re a zo war c'hed. An darn vuiañ eus an ijinennoù a vez en o c'herz ditouroù funiek o werc'hennañ arc'hwelerezh an treolioù prennañ.