Preder

Geriadur ar stlenneg

xérographiexerographykserografiñ
  1. Araezad moulerezh dre haneilañ o tedalvout luc'hreüsted danvezioù 'zo hag ar c'hendedenn etre daou gorf warno bec'hiadoù tredansavel gourzharouez.

    Tri lankad a ya d'ober ar vouladenn kserografek :

    1. Enlouc'hañ gorreenn luc'hgizidik ur c'helorn o c'hwelañ, an teul da haneilañ o tisvannañ tremazi gant readoù amgement hervez ar poentoù al luc'h taolet outañ.

  2. Diskuliañ ar skeudenn dredansavel : tremen a ra gorreenn ar c'helorn en ur soubad poultr livek kizidik ouzh ar bec'hiadoù tredan.

    3. Treuzdougen ar skeudenn dre waskañ gorreenn ar c'helorn war ruilh ouzh ur follenn baper ; lenet e vez al louc'had poultr diwar-bouez ur skinad gwrez.