Preder

Geriadur ar stlenneg

1.canalchannelsanell b. ―où (Pell.)

Forzh o talvout d'un tarzh lec'hiet en ur penn anezhi da gas stlennadoù d'ur sank lec'hiet er penn all. Meur a rizh sanelloù a arverer :

~ an aergelc'h, o tehentiñ an arhentoù sten ;

~ ar goullo pe an aergelc'h, ma trehent ar gwagennoù hertzel ;

~ ar goullo pe an aergelc'h en ur metou enkaeet (sturier gwagennoù) ;

~ neudennoù metal ha deveradoù diwarno (reoù ha funioù kevahel), luc'hedañvoù.

Ur sanell dreuzkas ne vez nepred angwered ouzh an arhentoù dezouget : o daskemmañ a ra, seul vui ma vez hiroc'h he hed. Hag, aze emañ ar pep diaesañ, e taskemm a-ziforc'h hag amgement pep kedrann fourierel eus an arhent. Ar gweredoù pennañ zo :

~ ar bann drafet : pep sanell a vez digor da arhentoù sinuzoidel gavaelet o zalmoù etre daou hin ; bann drafet ar rouedad pellgomz trec'haoliñ, da skouer, zo 300/3400 Hz ;

~ an torgamm distav, heled uc'hek pep kedrann fourierel o tigreskiñ gant an hed bet redet, a genfeurioù disheñvel evit pep kedrann ;

~ an torgamm diskoulz, ar c'hedrannoù fourierel o trehentiñ gant pep a dizh, o tevoudañ un diskoulz (a-wel war an tresennoù e rezh un diruz eus ar grommenn diouzh ahel al ledennoù) ;

~ strafuilhoù dargouezhek, anvet trouzoù, ardrouzoù, darankadoù, arhentoù euverek, vorm, o tistummañ an arhent arverek.