Preder

Geriadur ar stlenneg

additionneuraddersammer g. ―ioù
  1. Organ stignet e doare ma vez e ec'hankadoù par da sammad e enankadoù.

  2. Trevnad mezamredoù o kevaraezañ sammadurioù. Evit a sell an arc'hwelerezh, e tiforc'her :

    ~ ar sammer a-stur o wezhiañ en ur ser war an holl renkoù sifroù ;

    ~ ar sammer a-steud o sammañ ar sifroù renk ha renk.

    Evit a sell an amredoù, e tiforc'her :

    ~ al leunsammer, outañ tri enank, evit an dassammed, an dassammer hag an dalc'h-adenn gent, ha daou ec'hank, evit ar sammad hag an dalc'hadenn ;

    ~ al ledsammer, hep enank dalc'hadenn, nad eo ket enta evit engwerc'hañ un dalc'hadenn gent ;

    ~ ar sammer-lamer, o reiñ war un dro sammad ha diforc'h div niñvuzenn.