Un poste radio récepteur doit être doté d'une bonne antenne extérieure : le pataras bien isolé en haut et en bas convient parfaitement.
Ur skinbaker a rank bezañ aveet gant ur stign diavaez a-zoare ; an drekstae disfuet mat en nec'h hag en traoñ a c'hell mat tre dereout.
À bord des petits bateaux de plaisance le récepteur gonio peut être doté d'une antenne fixe ou d'une antenne mobile :
– si elle est fixe, elle est munie d'un cercle gradué qui permet de lire directement le gisement du radiophare ;
– si elle est mobile, elle est généralement solidaire d'un petit compas : on y lit directement le relèvement magnétique du radiophare.
War vourzh ar baleanterioù bihan e c'haller stalañ ouzh ar paker gonio ur stign andilec'h pe ur stign hezilec'h :
– mar bez andilec'h, ez eus outañ ur c'helc'h dereziet ma lenner war eeun savle ar skinlec'h ;
– mar bez hezilec'h ez eo koublet gant ur c'hompaz bihan ma lenner war eeun an hanle pourchaset gant ar skinlec'h.