Avant d'affaler le spi, le bras sera choqué vivement en grand, surtout par vent frais, sinon on risque un violent départ au lof.
Kent diskar ar spi, e laoskaor prim ha bras ar rañjenn, dreist-holl en avel greñv, anez trelofiñ feuls.
Pour un départ patinette la planche est à l'eau. Le planchiste a encore pied, il peut se passer du tire-veille. Il pose en premier un pied sur le flotteur, tandisqu'il appuie de l'autre pied pour faire avancer le tout comme on le ferait avec une patinette.
Evit loc'hañ a-nerzh troad emañ ar planken war an dour. Ar plankener, dezhañ sont c'hoazh, a c'hell dioueriñ ar rav. Da gentañ e lak un troad war ar flodell, da c'houde ez erlusk ar planken diwar-bouez an troad all harpet war ar goueled, evel ma rafe gant un droadikenn.