Bolc'hadur en un darn hir pe hiroc'h eus ar vouzellenn vras, gant tevadur ar gahersae ha goustivadur penvers, dardennadur muiek a 'r c'hof, dassav ar mon ; er bugelvezh kentañ e stader ar k. ganedigel (Gl. m. congénital) e dianlen anrevoud plezhadoù Meissner hag Auerbach er rannbarzh youlc'h-sigma ; en oad gour e tarvez ar k. e dianlen un isvoll, un nervanaez, ur pistriadur, h.a. (sl. dolichomégacôlon).