Preder

Geriadur ar vezekniezh

néphrotique : syndrome ∼nephrotic syndromeazoniad nefrozel

Azoniad naouus dre ur gouliñv hollek, un droazhproteinegezh puilh, ur protidwadisvec'h e gounid an albuminoù (gant ginadur ar c'heñver albumin-globulinoù) hag alies ul lipidwadusvec'h (ar β-lipoproteinoù dreist holl) ; pur, an -lipoproteinoù dreist holl) ; pur, an a. n. ne endalc'h na troazhwadegezh, nag azdalc'h urea, nag usvec'h talmerel ; kevredet, e tarvez dezhañ anadiñ gant anafoù bloueigel muiek ; stadet e vez e-kerz kalz anaezioù : bloueigfoioù henek (sl.  néphrose lipoïde), kleñved amiloidel (sl.  amyloïdose), lupuz eritematus lemm strewek (sl.  lupus érythémateux aigu disséminé), lestrlounezhfo henek (sl.  pyélo-néphrite chronique), diabet, strafuilhoù an amred diwar ur pistriadur pe ar vrazezded a-wechoù  ; deskrivet ez eus bet furmoù familhel ar vabaned.

Kent War-lerc'h