Preder

Geriadur ar bredelfennerezh

Représentant de la pulsion.Triebrepräsentanz, Triebrepräsentant.instinctual representative.leuriad al luzad, leuriadur al luzad.

Termen arveret gant Freud da aroueziñ an elfennoù pe an argerzhioù ma kav drezo al luzad e eztaol er bred. Gwech ez eo an termen kenster da leuriad derc’hadel, gwech ez eo ledanoc’h e ster hag e talvez ivez evit ar c’hantaezad.

Merkomp ne ra ket Freud gant an termen “leuriad kantaezadel”. Koulskoude ez eo a bouez tonkad an elfenn gantaezadel-se evit an arvoustrañ ; hemañ “n’en deus abeg na davedenn estreget hepkoriñ an divliz : dre se ez eo pouezusoc’h an tonkad eus pegement kantaezad al leuriad eget hini an derc’had”. Liesseurt eo an tonkad-se : bez’ e c’hell ar c’hantaezad bezañ arzalc’het ha treuzlec’hiet war un derc’had all ; treuzfurmet en ur c’hantaezad all, en enkrez pergen ; bezañ goudavet, — da notañ eo ned eo ket ar goudav un arvoustrañ : ne c’haller ket komz ent strizh a gantaezadoù diemouez.

Ur gudenn c’herlunierezh a save amañ. Evel a ouzer, Vallée, a stummas an termen leuriad “neb a leurer”, a c’hoarveze dezhañ treuzarverañ al lostger -(i)ad gant ur c’hemeradur gouzañvour (sl. LAVAR 03, Preder, 1969, pp. 64-69). Leuriad g.ls. :-ed evel anv-den ne c’hell bezañ nemet “neb o leuriñ” (nomen agentis). Amañ ez arveromp leuriad g.ls. :-où, al lostger -iad o verkañ ar c’hemeradur “nomen actionis”, eleze gant ar ster “ober-leuriñ” (ha “disoc’h an ober-se”), eleze gant ur ster nes da hini leuriadur (sl. LAVAR 07, Preder, 1979, pp. 35-36).