Preder

Geriadur ar bredelfennerezh

Topique b., aa.Topik, topisch.topography, topographical.lunegor g., lunegorel.

Meizadur oc’h arlakaat diforc’hekadur ar benvegad bred en un niver reizhiadoù, dezho doareoù hag arc’hwelioù dibarek, kempennet diouzh un urzh resis, pezh a ro an dro d’o derc’hennañ evel lec’hiennoù bred luniadus en egor.

Anv a reer eus daou lunegor freudek, an hini kentañ savelet e-tro 1900 o tiforc’hiñ diemouez, ragemouez hag emouez, an eil, a voe graet anv anezhañ diwar 1920, o lakaat kemm etre tri ensav : ar se, ar me hag an dreistme.

An termen topik (“lunegorañ, lunegorouriezh, arlakadurezh al lec’hioù” — Gr. τόποι) a vez arveret gant ar filozoferion abaoe Henhellaz. Evit Aristoteles, e oa gant al lec’hioù lunegorel un talvoud e-keñver poellouriezh ha dareulouriezh (logik ha retorik). Kant a dermene e transscendentale Topik (“lunegorañ trehontel”) evel “desavelañ dre ar barn al lec’h o tereout ouzh pep meizad”.

Freud a zanzeas goulakadur al lunegor bred diwar gealioù boaziet en e amzer e meur a dachenn eus ar preder : en neurologiezh e veze difennet arlakadenn al lec’hiadoù empenn ; er vredoniezh kleñvedel e komzed, diwar bleustr an teoghun, eus “dizoubladur ar bersonelezh”.

Setu e berr pennañ degasadennoù Freud : al lec’hioù eus al lunegor bred zo dezho pep a natur hag a arc’hwelerezh disheñvel ; ar reizhiadoù diforc’het zo frammet enno o-unan ha kenetrezo ; bez’ o deus darempredoù dialuskel kenetrezo ; erfin, pep hini hag an hollad anezho a vez o tedreiñ gant an amzer, o vezañ sez da azveradurioù bras pe vrasoc’h.