Termenoù degaset gant Melanie Klein da aroueziñ ar c’hentañ ergerc’hennoù luzadel, darnel pe hollel, evel ma anadont en eriunellañ ar bugel. Ardaolet e vez outo ar perzhioù “mat” ha “fall”, n’eo ket hepken diwar ma’z int kevozius pe disvozius, hogen dreist-holl diwar ma’z eo ervannet warno luzadoù libidinel pe distrujus ar gouzrec’h. Hervez Melanie Klein, ez eo disfaoutet an ergerc’henn darnel (ar vronn, ar c’halc’h) en un ergerc’henn “vat” hag un ergerc’henn “fall”, hevelep disfaoutadur o vezañ ur mod-difenn kentañ ouzh an enkrez. Heñveldra e vo disfaoutet ivez an ergerc’henn hollel (mamm “vat” ha mamm “fall”, h.a.)
Gant an ergerc’hennoù “mat” ha “fall” e c’hoarvez argerzhioù ar gougantañ hag an ervannañ.
An daouaskoù arveret gant Melanie Klein a verk eriunellegezh ar perzhioù “mat” ha “fall” ardaolet ouzh an ergerc’henn.