Preder

Geriadur ar bredelfennerezh

Cas-limite.Grenzfall.borderline case.degouezh argefin.

Termen arveret da aroueziñ ar bredanaezioù a renker er vevenn etre neuroz ha psikoz, peurgetket ar skizofreniezhoù dezho azonoù neuroz. An termen-mañ a verk muioc’h un arvar en deznaouiñ eget ur spesad kleñvedel strizh. Ent damkanel e tispleger an degouezhioù argefin dre ar roll difenn o devez an azonoù neuroz ouzh alouberezh ar psikoz.