Termen arveret gant Jung evel kemparzhek d’an Edip gourevel, ar plac’h vihan o kaout, hervezañ, e-keñver he mamm un amluskegezh heñvel ouzh hini ar paotr bihan e-keñver e dad. Dizarbennet eo bet seurt tezenn gant Freud ha dialiet gantañ arver an termen.