Preder

Geriadur ar bredelfennerezh

Construction.Konstruktion.construction.diansavelañ.

Termen kinniget gant Freud da aroueziñ un danzeadur a-berzh an elfenner, ledanoc’h ha pellekoc’h diouzh an dafar eget an dieulañ, a zo e bal adsevel en e holl arvezioù un arroud eus istor bugeliezh ar gouzrec’h.

Pezh a ra Freud Konstruktion anezhañ zo ur skouer eus ar pezh a anver an anren-arvrokañ, pe anren-diansavelañ, dianren (Gl. inférence conjecturale, induction conjecturale ; sl. LAVAR, Preder, 159-160, 1972, pp. 64-67).