Preder

Geriadur ar bredelfennerezh

Contre-transfert.Gegenübertragung.counter-transference.gourzhtreuzdoug.

Teskad an erwezhiadoù diemouez digant an elfenner ouzh personded an elfennadour, ouzh an treuzdoug eus e berzh pergen. “Elfenner ebet ned a pelloc’h eget m’en lez da vont e gemplezhioù hag e harzderioù diabarzh.” “Pep hini zo en e ziemouez ur benveg a c’hell drezañ dieulañ an eztaoladoù eus diemouez ar re all.”