Preder

Geriadur ar bredelfennerezh

(dé) négation.Verneinung.negation.goumezañ.

Dianzav ur c’hoant, ur mennoz, un trivliad arvoustret emeur o paouez eztaoliñ. “N’eus startoc’h prouenn ez eur deuet a-benn da ziskoachañ an diemouez eget klevout an elfennadour oc’h ersaviñ dre ar gerioù-mañ : « Ne’m eus ket soñjet se », « Ne’m eus ket (biskoazh) soñjet e seurt tra ».” Alese an abegadenn anavezet, meneget gant Freud e-unan : “Pa sav an elfennadour a-du ganimp, emañ ar gwir gantañ, hogen pa sav a-enep, e tiskouez eno un harzder o prouiñ n’hon eus ket faziet”. Freud a zizarbenn ar rebech-se dre ar ret ez eo d’an elfenner klask dervadur er c’henarroud hag e dedro ar gur.