Preder

Geriadur ar bredelfennerezh

Égoïsme.Egoismus.egoism.meañs b.

Deur ar me outañ e-unan. Termen arveret gant Freud evit doareañ an hunvreoù : “E pep hini anezho ez anad ar me muiañ-karet”, emañ bezant an hunvreer pe e-unan pe dre hevelebad. Daoust ma vezont kemmesket peurliesañ, meañs ha narkisegezh zo da ziforc’hañ, ar veañs pe mezeur (Ichinteresse) o vezañ termenet evel kevannodadur gant luzadoù ar me, ar narkisegezh evel kevannodadur ar me gant al luzadoù revel, dre se evel “klokaenn libidinel ar veañs”.