Preder

Geriadur ar bredelfennerezh

Innervation.Innervation.innervation.ennervadur.

Termen arveret gant Freud en e labourioù kentañ da aroueziñ dehentadur ar gremm etrezek al lodenn-mañ-lodenn eus ar c’horf, o tevoudañ enni anadennoù loc’hañ pe santout. An ennervadur, anadenn vevedel, a c’hoarvezfe dre amdreiñ ar gremm bred e gremm nervel.