Preder

Geriadur ar bredelfennerezh

Maternage.Bemuttern, mutterliches Betreuen.mothering.mammegañ.

Kalvezder bredkurañ ar psikozioù, ar skizofreniezh pergen, a zo e bal lakaat diwanañ etre ar bredkurour hag ar gouziviad un darempred, er mod argelel koulz ha trael, a natur gant an hini a gaver etre ar “vamm vat” hag he bugel.

Pleustr ar mammegañ a denn da bourchas d’ar c’hlañvour ar boziadoù o deus graet diouer dezhañ en e zarempred gant e vamm. Roll ar mammegour eo enta anaout an ezhommoù danlec’hiet d’an difennoù psikozel, divizout pere anezho a zo da walc’hañ, ha dreist-holl reiñ dezho gwalc’hadur dre un hent nad eo mui hini ar bredelfennañ klasel.