Termen arveret gant René Laforgue ha bredelfennerion c’hall evit merkañ an devoud ez a, en ur familh, an neurozioù hiniennel d’en em glokaat, d’en em amplegañ kenetrezo, hag evit lakaat a-wel al levezon gleñvedus a c’hell kaout koublad ar gerent war ar vugale.
Gouez d’e aozerion o-unan, ne c’hell an termen bezañ arveret nemet evel ledanvad, pa n’eus ket un unvez nozologek eus an neuroz familhel. Talvezout a ra dreist-holl da dennañ an evezh war degasadennoù a bouez eus ar bredelfennerezh : ar roll-kreiz, en amparadur ar gouzrec’h, eus an hevelebiñ ouzh ar gerent ; kemplezh Edip evel kraonell an neuroz ; ar pouez a zo, e furmidigezh an Edip, d’an darempred etre ar gerent, h.a.
Diwar geal an neuroz familhel ez eo diwanet an termen “steredeg ar familh”, arveret dreist-holl e psikoterapiezh ar vugale. Degaset e vez ar bredkurer, n’eo ket hepken da glask treuzfurmiñ kelc’hiadur ar bugel, hogen da veizañ e stern an neuroz familhel ar goulenn mezegadur a ra ar gerent evit ar bugel, ha betek da intent hemañ evel “azon” eus neuroz e gerent.
Hervez Laforgue e tinaoufe keal an neuroz familhel diouzh meizadur an dreistme evel displeget gant Freud en arroud-mañ : “Ne vez ket furmet dreistme ar bugel diwar skeudenn ar gerent, hogen diwar skeudenn o dreistme ; leuniet eo gant an hevelep endalc’h, dont a ra da vezañ derc’houezer an henvoaz hag an holl varnoù war an talvoud o trebadout evel-se a rumm da rumm.”
Hogos dilezet e hañval bezañ hiziv an termen a neuroz familhel gant ar bredelfennerezh.