Preder

Geriadur ar geginouriezh

potageiskell g. -où

Meuz liñvel a vez servijet tomm ar peurliesañ e-barzh asiedoù kleuz, da zerou pred evit koan dreist holl. Diforc'hañ a reer daou seurt iskelloù : a) ar re sklaer a brienter diwar bervoù ha yostennoù kig, evned porzh, pesked pe gresteneged, a-wechoù tevaet skañv gant tapioka pe vleud avaloù douar, hag ouzhpennet dezho ur gwarnisadur alies ; b) an iskelloù fetiset (dre zienn, amanenn, flour riz, tapioka, rouz gwenn, legumaj pe melen vi), en o zouez ar c'haotennoù, ar biskennadoù, ar mignoc'hoù, ar sevennoù, ar yostennoù fetiset, ar soubennoù hag an iskelloù gant tammoù benet, eleze nad int ket malet (Sl. soubenn, yostenn, berv, kaotenn, biskennad, mignoc'h, sevenn).