Preder

Geriadur ar geginouriezh

glace de cuisinelindrenn b. -où

Pa goazher ur saourenn pe ur sol e c'hounezer ul liñvenn sirosek ha fetis a dalvezo da lindr(enn)iñ ur prientad, kent e lakaat en ur forn c'hor war-benn alaouriñ raktal ar gorre. Arverañ a reer ivez ul lindrenn da beurechuiñ pe da gevogañ blaz un hilienn, da loc'hañ ur soubenn, ur chugon. En degouezh-se e reer ivez gant an termen irad , damgevatal da lindrenn. Ouzhpennañ a reer dour ha danvezioù all diouzh ret d'ul lindrenn pe d'un irad da gaout en-dro ur sol hilienn (Sl. irad, sol).