Alejad liñvel kevog ha saourek a brienter dre goazhañ ur berv, ur sol, ur poazhad. Talvezout a ra da greñvaat blaz ur sol, un hilienn pe da c'hlebiañ ur prientad. E gwir ez eo ar saourenn hag ar sol prientadoù nes a-walc'h. An termen kentañ a arverer dreist holl evit ar solioù kevog ha saourek kenan – grezvek –, evel da skouer ar re diwar besked pe gebell touseg. Mar kendalc'her da goazhañ ar saourenn e teu da vezañ lindrenn pe irad (Sl. sol).