Preder

Geriadur ar geginouriezh

fondsol g -ioù

Berv frondet, treut pe zruz, arveret da brientiñ un hilienn pe da c'hlebiañ ur geusteurenn pe ur vouzanadenn. Diforc'hañ a reer ar solioù gwenn diouzh ar solioù gell . Evit aozañ ar re gentañ e lakaer an elfennoù da boazhañ war-eeun el liñvenn boazhañ, tra m'o lakaer da c'hellañ evit aozañ an eil re. Ar solioù grezvek (diwar besked pe gebell touseg da skouer) a reer ivez saourennoù anezho. An termen solioù keginañ a ziskouez e talvez ar prientadoù-se da ziazez evit alejañ meuzioù keginet (Sl. berv, grezv, saourenn).